Kinnig

Dibaoe eil hanterenn an XIXved kantved e pled Kevredigezh Arkeologel Penn-Ar-Bed (ar ‘SAF’) ouzh studiañ ha lakaad war well istor ha glad Penn-Ar-bed. Pep bloaz, pe dost, dibaoe 1873 Couverture du bulletin e embann ur c’hannad hag anavezet e dalvoudegezh pobleg e 1889. D’an deiz-mañ eo ar SAF unan ag ar c’hevredigezhioù gouizieg pennañ. Bez ‘z eus tro ur pempzek kant a izili, a beb oad hag a bep metoù ; istorianed, istorianed an arzoù, arkeologed ha gouiziien en o zouez a reont war dro embannadur ar c’hannad. An embannadur-se a zo perzh brasañ al labour sevenet gand ar gevredigezh. Ouzhpenn ar c’hannad, ar Gevredigezh a embann ivez oberadennoù all.

Levrioù embannet gand ar SAF

Arzhourien e Breizh, gand an abad Yves-Pascal Castel, Georges-Michel Thomas (marv e 1991) ha Tanguy Daniel. Da heul gand an tamm Iañ,embannet e 1987, 2il tamm Geriadur an arzhourien, artinaned hag ijinourien v-Bro-leon ha Bro-Gerne da goulz ar renad kozh a embannas Gevredigezh Arkeologel Penn-ar-bed e 2013. Ouzhpenn 2 000 dave nevez a c’aller kavoud eno, bet dastummet gand an oberourien, ul lodenn anezho diwar notennaouegoù gand Jean Tanguy, kelenner d’an UBO ; René Couffon (1888-1973) savet gantañ Roll an ilizioù ha chapelioù eskopva Kerne-ha-Leon (notennaouegoù rannet gand Jacques Charpy, rener Mirerezh-dielloù departamant Penn-ar-bed betek 1974).


E miz Kerzu 2005, ez embannas ivez ar Gevredigezh an oberenn gand Anne Brignaudy, Yves-Pascal Castel, Tanguy Daniel, Jean Kerherve, Jean-Pierre Le Bihan, Gwerelloù-livet iliz-veur Gemper.

Bez a c’haller urzhiadiñ al levr evid 39 a luroù, mizoù-kas enno da anv ar gevredigezh arkeologel Penn-ar-bed, BP 1156, 29101 Kemper.

Levrioù all Embannet gant ar Gevredigezh Arkeologel Penn-ar-bed :

    Ar c’hersanton, maen Breizhad (geologiezh, arzh hag istor)
    Arzhourien e Breizh
    Bro-Gernev etre an IXVED hag an XIIIVED kantved
    War roudoù Paol Aorelian
    Istor Kemper
    Hag all...

Klikit amañ a-benn goûd an divizoù-gwerzhañ

Pep bloaz gand ar Gevredigezh Arkeologel Penn-ar-bed

Ar gevredigezh a embann ur c’hannad, tro 500 a bajennoù ennañ, frammet diwar rubrikoù. Pep tamm a vez deraouet gand ar rubrik « Arkeologiezh ». E-kichenn an notennigoù arkeologel Penn-ar-bed ar bloavezh e kaver studioù klokoc’h a-zivoud lec’hioù resis, pe diverradennoù. Evid ar bloavezh 2001, da skouerr e kaver ur studienn diwar-benn an Thermae Armorikae, kibelltiez e Breizh.

Un ec’honenn vraz a vez dalc’het pep bloaz evid ar glad arzhel. Ar rubrik « Glad, arzh hag istor » an hini eo. Studiadennoù ha kavadennoù a denn eus an traezioù ha meurobererezhioù arzhel e Penn-ar-bed a ya d’ober deroù anezhañ. Heuliet e vez gand un eztaoliadurezh prenidigezhioù diwezhañ Mirdi Departamant Penn-ar-bed. Hag en diwezh ur steutad pennadoù. a-stumm « Tiez a bennadoù-moger koadeg e Kemper ».

Ar rubrik « Istor ha kevredigezh » a zo perzh ennañ penndoù a-seurt « Meilhoù Plonevez-Porzhe » (2001), « Istor an embannerezh hag ar c’hellaouiñ e Kemperle » (2002 ; 2003), …

Ar rubrik « Yezh ha lennegezh vrezhoneg ha keltieg » a zeraou en ur brezegenn a yezh hag a lennegezh vrezhoneg. Kendalc’het e vez gand pennadoù a-zoare «  Etimologiezh ar ger Beleg » (2004)

E diwezh pep pennad e kaver un liverradenn vrezhoneg anezhañ.

Kinniget gand ar Gevredigezh ivez peder baleadenn, d’ar brav-amzer (etre miz mae ha gwengolo), hini an hañv (diwezh miz Gouere, penn kentañ miz Eost) a vez gouestletoc’h d’an izili o chom kuit eus ar vro. Hentaet gand gouizieien, e talvezont da gompren gwelloc’h lec’hioù ha traezioù ar rag-istor ha re istorel, pa vefe trevourel, relijiel pe milourel. Kaset e vez da bep ezel ur postel kellaouiñ, ouzhpenn ma vez pennadoù embannet e kazetennoù ar vro. Ar re a fell dezho a c’hall kas d’ar burev pemp k-gollo-lizher timbreg ha chomlec’heg.

Seizh abadenn c’hoazh a vez aozet pep bloaz. Enno e c’haller selav prezegennoù, rentaoù-kont levrioù, pe keleier diwar-benn buhez ar gevredigezh. Aozet e vezont d’ar sadorn diwezhañ pep miz etre Here hag Ebrel. Savet a vezont e Kemper, Brest, Montroulez, Kastell-Paol, Kemperle pe e kêrioù all e Penn-ar-bed.

Klikit amañ da gaout an daolenn verr